Wikeriadur - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Wikeriadur

Eus Wikipedia
Logo ar Wikeriadur

Wikeriadur a reer eus ur raktres-stroll a venn sevel ur geriadur liesyezh frank a wirioù gant termenadurioù, gerdarzhioù ha distagadurioù e kement yezh ha ma vo tu. Tu geriadurel an holloueziadur Wikipedia eo ar Wikeriadur.

Da gompren ar c'hemm a zo etre ar geriadurioù hag an holloueziadurioù e c'haller lavaret e tispleg ar geriadurioù ar gerioù tra ma tispleg an holloueziadurioù an traoù.

Ur ger-malizenn eo "wikeriadur", savet diwar wiki- ("a-stroll") ha geriadur.

Dizemglev zo diwar-benn an anv :

  • ar stumm Gwikeriadur zo bet implijet war bajenn degemer ar Wikeriadur etre miz Du 2006 ha miz Genver 2007 ;
  • un nebeud kinnigoù all zo bet graet[1].

Pal ar Wikeriadur eo bezañ liesyezhek da vat : e meur a yezh emañ ar penngerioù hag an termenadurioù.

Ar Wikeriadur eo anv rann ar raktres ma kaver ennañ termenadurioù e brezhoneg eus gerioù a zeu eus kalz yezhoù all, hag ivez, evel-just, eus ar brezhoneg e-unan. Er Wiktionary e vo kavet an termenadurioù saoznek hag er Wikizionario an termenadurioù italianek. Ar mennozh-diazez eo e c'hallfed kavout un deiz bennak termenadurioù e wolofeg eus gerioù en inuktitut.

Embannet eo danvez ar Wikeriadur hervez ar GNU Free Documentation License[2], ar pezh a dalvez n'eo ket perc'hennet an danvez anezhañ hag e chomo evel-se da viken.

Daniel Alston, "Fonzy" e anv implijer, eo unan eus diazezerien bennañ ha luskerien gentañ ar raktres. Digoret e voe ar raktres kentañ, e saozneg, d'ar Yaou 12 Kerzu 2002 da 6:40 UTC[3].

Etre miz Gwengolo ha dibenn 2005 e voe skrivet ar frazennoù brezhonek kentañ war ar bajenn degemer gant implijerien dizanv deuet eus ar Wikipedia brezhonek, ha d'an 8 a viz C'hwevrer 2006 e voe krouet ar patromoù kentañ gant an implijer MP, a voe ar wikipedour kentañ o krouiñ ur gont war ar Wikeriadur.
En deiz-se end-eeun e voe krouet ar pennad kentañ gant MP diwar-benn ar ger kembraek afal, hag a zo "aval" e brezhoneg. Moredet e chomas ar raktres goude-se, pa oa ar wikipedourien o voueta a-zevri ar Wikipedia brezhonek. A-benn ar fin e voe lañset ar Wikeriadur da vat e miz Du 2006 gant an implijer Erwan~brwiktionary, a savas ar bajenn degemer, hag un implijer dizanv all. Goude dilezet an dachenn ec'h eo an Yun a ziazezas an darn vrasañ eus ar patromoù yezhadurel hag ar pajennoù skoazell a oa da dalvezout da sichenn evit ar raktres da loc'hañ da vat e 2007 ; e 2008 en em dennas Yun, met derc'hel a ra un nebeud tud da vagañ ar geriadur.

  1. Wikipedia
  2. Distagadur [gnu] da selaou .
  3. War Wikipedia.org ; d'ar 26 Kerzu 2002 e voe adkaset da Wiktionary.org.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Wikeriadur er
wikeriadur, ar geriadur frank.