Serj Richard - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Serj Richard

Eus Wikipedia

Serj Richard
Deiziad ganedigezh 14 Here 1956
Lec'h ganedigezh Nogent-sur-Marne (94)
Bro Breizh
Micherioù Kelenner

Skrivagner Pedagogour Troour

Oberennoù pennañ
  • Ken tost d'an teñzor!
  • Touell an traezh
  • Enora Kerveleg ha paotr ar skramm
  • Enora e Kernev-Veur
  • Rouanez ar Pleg-mor
Skourr Liseoù Pariz

Skolaj ha Lise Gwengamp

Skol-veur Breizh-Izel

IUFM Sant-Brieg

ESPE Sant-Brieg
INSPE Sant-Brieg

TES

Serj Richard (pe Serge Richard hervez e anv ofisiel), ganet e Nogent-sur-Marne e 1956, zo kelenner brezhoneg, ha skrivagner brezhonek. O kelenn brezhoneg e Gwengamp eo bet e-pad 20 vloaz. E Skol-veur Breizh-Izel (SBI) hag e Skol uhel ar c'helennerezh hag an deskadurezh emañ bremañ. Kinnig a ra, d'an danvez-kelennerien, kentelioù didaktik ar brezhoneg ha kentelioù merañ ar c'hlasad. Stourmer politikel eo bet ivez gant UDB : e 2001 evit an dilennadegoù-kêr e Gwengamp[1], evel erlec'hier evit an UDB e kanton Gwengamp e 2015[2],[3]. Emañ war e leve abaoe 2022.

Meur a vloaz e oa bet o kelenn brezhoneg e korn-bro Pariz (etre 1981 ha 1992) a-raok dont da Vreizh da chom e 1992.

Kelenner eo bet e Ti Ar Yaouankiz (22 straed Delambre, el lec'h m'emañ Ti Ar Vretoned) da gentañ, adalek 1980, da c'houde e liseoù Plaisir, Massy, Nanterre ha Meudon hag e Skol-Veur Pariz III (ILPGA / Institut de Linguistique et de Phonétique Générale et Appliquée, etre 1988 ha 1992).

Etre 1979 ha 1981 e veze e Larruen (Bro-Plin) o kemer perzh e Skol Louarn Larruen evel kasour ha rener en unan eus ar c'hreizennoù dudi kentañ bet dalc'het e brezhoneg e Breizh, asambles gant René Richard (anezhañ animatour Kazetenn ar Vro-Plin), Liliane Torraval ha re all.

Stourm kalet en deus graet e 1987 evit dont a-benn da vezañ entitlet evel AE brezhoneg (Adjoint d'Enseignement) goude bezañ bet MA brezhoneg (Maître Auxiliaire). Meur a staj en deus aozet ivez, a-gevret gant Ronan Tremel, evel ezel eus ar gevredigezh KBDP (Kelennerien war ar Brezhoneg an Deskadurezh Publik), da gentañ, ha da c'houde evel Prezidant ar gevredigezh etre 1989 ha 1992: Stajoù e Rijsel (Lille) ha Brusel, en Orleañs hag e Pariz un tammig e pep lec'h (Sorbonne, Pariz VIII, Lise Voltaire...).

E Pariz en deus krouet Radio-Bro a-gevret gant Okitaniz ha savet un ti evit brezhonegerien Pariz gant Mark Gwilhous : Ti ar Brezhoneg (Metro : Porte des Lilas).

Distro da Vreizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1992 eo bet anvet da gelenner brezhoneg skolaj ha lise Gwengamp. Ugent vloaz eo bet o kelenn eno. E-kerzh ar bloavezhioù-se en deus bet tro da ginnig raktresoù ha beajoù e-leizh: Klasadoù glad er Faoued, e Sant-Nikolaz-ar-Pelem, e Plozeved, e Treglonou, beajoù e Kernev-Veur, e Bro-Gembre[4] , e Bro Sveden, devezhioù e koad Brekilien. Anatole Ar Braz eo bet er pezh-c'hoari savet gant ar strollad Gwelaran e Gwengamp e 2000-2001. Stourmet en deus ivez e 2003 a-enep ar "visio-conférence" evel benveg kelenn ar brezhoneg e liseoù an akademiezh. E 2007 e oa lezet ar mennozh a-gostez gant ar Rektor.

E Skol-veur Breizh-Izel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelennet en doa brezhoneg e skourr Karaez Skol-veur Brest, en e benn Jean-Yves Plourin, gant ar gelennerien Tanguy Prigent, Bernard Chermat ha Ronan Tremel[5]. Goude se eo bet o kelenn e Skol-vistri Sant-Brieg hag e Skol-veur Brest. Kadoriad eo eus Kevrenn Brezhoneg-Keltieg ar Skol-veur. Lakaat a ra e studierien da ginnig atersadennoù berr skignet war "Arvorig FM", ha da sevel danevelloù embannet war ar gazetenn "Ya!".

Kenlabouret en deus gant TES hag embannet dafar pedagogel, evel un toulladig kelennerien war ar brezhoneg. En Skol-veur Breizh-Izel abaoe miz Gwengolo 2012 e kendalc'h da skrivañ levrioù evit ar yaouankiz ha da dreiñ oberennoù diwar yezhoù all.

Skrivet en deus romantoù evit ar grennaded, embannet gant TES ha Keit Vimp Bev.

  • "Ken tost d'an teñzor!", Koad Glas, TES, 2007.
  • "Touell an traezh", Koad Glas, TES, 2010.
  • "Enora Kerveleg ha paotr ar skramm", Koad Glas, TES, 2011.
  • "Enora e Kernev-Veur", Keit Vimp Bev, 2014.
  • "Rouanez ar pleg-mor", Keit Vimp Bev, 2017.
  • "An aerouant ruz", Editions Goater, miz Du 2020. (un dastumad danevelloù: Francis Favereau, Serj Richard, Gireg Konan...)

Troidigezhioù e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

* Agenda 1988 Deiziataer BREIZH BRETAGNE. Luc'hskeudennoù Lan Sezny. Ti-embann Rivages.

  • Bibou e bed an echedoù, TES, 2008; Un tañva d'an echedoù evit skolaerien ar c'helc'hiad 2, TES, 2009.
  • An Dengasaour (diwar "Le Misanthrope" gant Molière), Mouladurioù Hor Yezh, 2013. Eil embannadur reizhet, 2013.
  • Hag un den ez eus anezhañ (troidigezh diwar an italianeg eus al levr "Se questo è un uomo", skrivet gant Primo Levi), Mouladurioù Hor Yezh, 2015.
  • Ar beskont daouhanteret (troidigezh diwar an italianeg eus al levr "Il visconte dimezzato" skrivet gant Italo Calvino. Mouladurioù Hor Yezh). Miz Gouere 2016.
  • An deiz a-raok an eürusted (troidigezh diwar an italianeg eus al levr "Il giorno prima della felicità" skrivet gant Erri de Luca). Mouladurioù Hor Yezh. Miz Here 2017.
  • Ar Baron pintet (troidigezh diwar an italianeg eus al levr "Il Barone rampante" skrivet gant Italo Calvino). Mouladurioù Hor Yezh. Miz Here 2019.
  • Ar Marc'heg na oa ket anezhañ (troidigezh diwar an italianeg eus al levr 'Il Cavaliere inesistente" skrivet gant Italo Calvino). Mouladurioù Hor Yezh. Miz Kerzu 2020.
  • 1984 (troidigezh diwar ar saozneg eus la levr "1984" skrivet gant George Orwell). Mouladurioù Hor Yezh. Miz Here 2023.
  • Seiz (troidigezh diwar an italianeg eus al levr "Seta" skrivet gant Alessandro Baricco) Al Liamm. Miz Mae 2024.
  • Troidigezhioù diwar e oberennoù
  • "Ken tost d'an teñzor!" a zo bet troet e gallaoueg dindan ar stumm "Le Naez sus le tenzor", chomet diembann[6]
  • .Pedagogiezh
  • Treuzwelusioù evit an hentenn Plouz-Foenn... war an hent. TES 2001.
  • Poelladennoù kompren evit al levr Ni a gomz brezhoneg. Mark Kerrain. TES 2001.
  • DVD evit an hentenn Plouz-Foenn... war an hent. TES 2004.
  • Adstumm al levr Yezhadur. Yann Gerven, Lukian Kergoad. TES 2006.
  • Poelladennoù kompren evit ar c'hasedigoù video A-hed ar c'hantved savet gant Kristian ar Braz. TES 2007.
  • A bep seurt oberennoù, troidigezhioù ha poelladennoù evit TES. 2001 - 2011
  • Corpus livres en breton Université de Montpellier. 2006.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kazetenn Ya!, niverenn 389, pajenn 12, un emgav gant... Serj Richard, deuet a Bariz betek Gwengamp, kelenner ha skrivagner, 23 a viz Du 2012

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 31/01/2001 Pennad Ouest-France Ul listenn breton a-gleiz
  2. Pennad gant ABP e 2015
  3. Lec'hienn an UDB
  4. 26/09/2013 Lec'hienn Ouest-France: Gwengamp. Evit saveteiñ ar Brezhoneg el lise, ur veaj profet
  5. [1], Pennad Telegramme 23 a viz Ebrel 2011.
  6. [2], "Écrivaije e banissaije en gallo", pennad gant Patrik Deriano, 7 a viz Meurzh 2014, embannet er webkazetenn Ya!