Antiope (Amazonenn)
Antiope a oa un Amazonenn, merc'h d'an doue Ares, e mojennoù Hellaz kozh.
C'hoar e oa da Melanippe ha da Hippolyte, rouanez an Amazonezed. Antiope e oa an Amazonenn nemeti a vije bet dimezet. Gwreg Theseüs e oa, met meur a vojenn zo diwar-benn penaos e tapas anezhi.
Ur vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En un doare eus ar vojenn edo Theseüs gant Herakles pan eas da gerc'hat gouriz aour ar rouanez Hippolyte. Neuze eo e skrapas Antiope d'e gas gantañ da Aten (Diodoros iv. 16). Dimeziñ a rejont hag Antiope a c'hanas ur mab, Hippolytos, a zouge anv he c'hoar lazhet. Ur pennad goude e teuas an Amazonezed da lakaat seziz war Aten, da zieubiñ Antiope, ha da gemer gouriz o rouanez. Ne deujont ket a-benn. Ar brezel atikat a vez lavaret eus ar brezel-se. A-hervez he devije brezelet Antiope gant he c'hoarezed, ha gloazet e vije bet. n'halle ket en em zifenn ken diouzh Theseüs... Neuze e voe lazhet gant ur saezh (pe ur goaf, hervez ar mojennoù) eus an Amazonenn Molpadia, rag-aon a vout gwallet.
Un doare all eus ar vojenn zo gant Caius Julius Hyginus. Theseüs a felle dezhañ dimeziñ da Faidra, hag Antiope, a oa leun a warizi hag a gounnar. Lakaet he doa en he soñj dont d'ober freuz ha reuz da zeiz an eured, ha gourdrouzet lazhañ an holl. Hi an hini a bakas taol ar marv, hag a sevenas diougan an orakl, met un arme a voe ezhomm da zont a-benn anezhi, gant Theseüs ha Herakles ouzhpenn (Hyginus, Fab. 241).